ISO 15919

ISO 15919 (2001) a zo anv ur reoliad etrebroadel evit romanekaat an doareoù-skrivañ implijet evit skrivañ yezhoù India. Implijout a ra sinoù diakritek evit gallout treuzlizherenniñ (pe treuzskrivañ) gant lizherennoù latin an holl vogalennoù ha kensonennoù implijet gant ar skriturioù hag ar yezhoù indezek-se.

Peuzheñvel eo ouzh al Lizherenneg etrebroadel evit treuzskrivañ ar sañskriteg (IAST) evit a sell ouzh an doare da dreuzlizherenniñ al lizherenneg devanagari.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search